Keleier ar vro d'ar Merc'her 6 a viz Mae 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Ul levr diwar-benn an insest
Tamm ha tamm e vez frankoc'h ar gaoz war an insest, daoust ma chom un tabou bras en hor c'hevredigezh. Ur bugel diwar dek d'an nebeutañ a vefe tizhet gant ar feulsterioù seksel-se, hervezh enklask ar Ciivise a oa bet embannet e 2023, ar c'huzul emren war an insest hag ar feulsterioù seksel gouzañvet gant ar vugale. Patricia Legrand-Peoc'h he doa kemeret perzh e strolladoù labour ar Ciivise e Brest. Gouzañvet he doa an insest pa oa yaouank. Nevez embannet he deus ul levr barzhoniel hag intim, war an tem-se, anvet « J'aurais préféré écrire une histoire d'amour ». Muioc'h a ditouroù gant ar skrivagnerez.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Gwaregiñ war ar prim !
Sed aze ar sport ‘vez graet gant Sophie Le Hunseg ha Pol-Yvon Virot. ‘Ba koad Gwengad, chouk da Gemper, ‘vezont ingal o pleustriñ gant ar biroù hag ar gwaregoù. Ur sport eo ar gwaregiñ war ar prim a ranker implijout ar c’horf mat ar spered ivez. Met peseurt diferañs zo gant ar gwaregiñ e diabarzh. Selaouomp, da gentañ Sophie Le Hunseg ha Pol-Yvon Virot war lerc’h.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.
Ha da glevet ivez :
Un ehan e oberadenn amerikan nevez "Raktres Frankiz" en Iran
Argadennoù israelian e Liban
predoù 1 euro evit an holl studierien
Dilennadegoù-kêr ouzhpenn e Aodoù-an-Arvor